en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Bec'h 'zo atav tro-dro d'ar raktres kreizenn genwerzh e Pleuwigner

Bec'h 'zo atav tro-dro d'ar raktres kreizenn genwerzh e Pleuwigner

Ur raktres kreizenn genwerzh e takad Bodeveno e Pleuwigner, kostez An Alre a gas bec’h a c’houde blezadoù. Ur vodadeg a oa aozet get ar gevredigezh Paré (Pluvigner avenir respect équilibre) dimerc’her paset da zigarez ur bazenn nevez er stourm doc’h ar raktres.

Gwendal Kerneis, ezel a Paré, hag a heulia a dostr-tre an afer, ha Jean-Christophe Cordaillat, dilennad e Landaol a oa doc’h mikro Aodren Trehin.

E keit ma oa ar vodadeg da enebiñ doc’h ar chanter da sevel un takad genwerhel nevez, e oa ur vodadeg arall just d’an tu arall ag an ti-kêr. Ul lodenn ag ar boblañs, ag ar genwerzhourion ha gopridi ar Super U o doe ivez galvet d’em vodañ met get ar pal kontrol : goulenn e vehe kaset da benn ar raktres. Arguzennoù ekonomikel a oa bet lakaet àr wel gete. Bodet e oa un tammig muioc’h a dud evit ar raktres eget a-enep.


Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio